12 a viz kerzu...

Publié le par annefloch

YV Perrot-AF

 

Pedenn d’an Aotrou Perrot

 

Beleg ha Merzher

D’an 12 a viz Kerzu 1973, da geñver tregontvet deiz-ha-bloaz marv kriz an Aotrou Yann-Vari Perrot, person Skrignag, rener Feiz ha Breiz. Brogarour ha difennour hor yezh.

Joa d’an Anaon !

Aotrou Yann-Vari Perrot, abostol ha merzher Breizh, pedit evidomp, Bretoned klouar ha diboell.

Pedit an Aotrou da virout dimp hor Mammvro ha da virout ar Feiz e Breizh.

Obtenit deomp ar C’hras a Emglev, a Gengarantez, a sklêrijenn.

Obtenit deomp an nerzh da stourm evit ar Frankiz, al Lealded, ar Reizh.

Obtenit deomp ar c’hras da derriñ hon hual hep na redo gwad hor gwaskerien, ha nebeutoc’h c’hoazh, gwad hor Broiz.

Aotrou Perrot, merzher, c’hwi hag hoc’h eus baleet digenvez war hentoù digompez hor Bro, bezit hon skoazell.

C’hwi hag a zo kouezhet en Hent, drouklazhet gant un trubard d’e Vro, obtenit dimp mont betek penn an Hent n’hoc’h eus ket gallet tizhout.

Obtenit deomp, merzher benniget, ma vo selaouet Breizhiz pa c’houlennont ar Gwir da vout o mistri o-unan en o Bro.

Obtenit d’ar Vretoned ar sklêrijenn da ’n em ren war-zu ar pal a-dreuz teñvalded ha gwidreoù-spered o Enebourien.

Aotrou Perrot, beleg divlam, pedit evit beleien Breizh, touellet gant treuzvenozioù ar c’hantved-mañ.

Obtenit deomp kaout en hor gouenn Kuzulierien fur ha Renerien spiswel.

Obtenit da Vreizhiz kaout labour ha bara en o Bro. Kaout tommder un oaled evit pep tiegezh.

Kaout nerzh ha yec’hed evit gounit bara ar c’horf hag ar spered gant o labour.

Roit deomp kelennerien vrogar evit ma vo desket da vugale Vreizh Istor o Bro, hor gouenn, degaset dezho soñj eus hor Harozed, Tud-Veur an Amzer gent. Tadoù ar Vro.

Aotrou Yann-Vari Perrot, c’hwi ha n’hoc’h eus goulennet morse nemet ar pezh ’oa reizh : ar gwir da implijout hor yezh e pep doare ha war bep tachenn : en ti, er maez, er skol, en iliz hag en holl darempredoù ofisiel. Obtenit deomp tud ampart da gaeraat c’hoazh yezh hon tadoù ma splanno en oabl al Lennegezh etrevroadel.

Obtenit deomp ma vleunio a-nevez ar Brezhoneg war vuzelloù ar Plant yaouank e kêr ha war ar maez, ha ma vo douget dre-holl doujañs d’hor Yezh evel arouez ur Bobl kadarn.

      Amen.

 

12 a viz Kerzu 1973 Anjela Duval

 

http://storage.canalblog.com/05/88/403241/38255548_p.jpg

 

Le premier portrait est de moi, d'après une photo de Ronan Caouissin. Il existe des reproductions encore disponibles. Le deuxième portrait est de Xavier de Langlais.

Pour en savoir plus sur l'Abbé Perrot : ICI.

Publié dans Bevet Breizh !

Commenter cet article

LaMèreveilleuse 12/12/2011 15:18

Houlala! A côté de ça, le latin paraît fastoche!
Paix à l'âme d'Aotrou Perrot qui a l'air d'avoir été un saint homme.

annefloch 17/12/2011 22:44



Trugarez !